Lennegezh e Pleuwigner

 Joakim Gwilhom ( ? / 1857)

Job ar Baion

Joakim Gwilhom

Yann-Bêr Kalloc'h

Sketchoù ar c'hlass

Barregezh

Joakim Gwilhom

 

Ganet eo Joakim GWILHOM e Malgenag (Bro-Gwened). E-pad e oad krenn e voe kasset da di e eontr, beleg ba Gwened. E eontr a vese leshanwet "Gwilherm vras" ken brudet ma oa en arbenn hag e roll e-pad bresel ar Chouanted. Diwezhatoc'h en doa studiet er skolaj Gwened. Barreg e oa war dachenn al latin. Goude e studioù skolaj, eñv a zo pet d'ar c'hloerdi. Eno en doa savet kantikoù e brezhoneg. Troet en doa e brezhoneg "L'imitation de la Vierge Marie". E 1836 e voulas ur yezhadur gwenedeg. E-pad ar mare-se e voe kasset Joakim GWILHOM a Sene da Bluwigner e-raog moned da Gergrist, e-lec'h ma oa chomet beteg e varw e 1857.

 

Savet en doa ive "Lihereu Brediah ar Fé" ha kanaouennoù ive, mes oberenn pennañ Joakim Gwilhom zo "Livr el labourer". Ar mestr-oberenn-mañ zo bet moulet e 1849. Skriv a reas c'hoazh war follennoù distag vel "Kergrist" pe "Er Republik". E 1857, bloawezh e varw, e voe embannet ive "Guerzenneu eid Escopty Guened".

Levr al labourer

Daet eo nawazh an nos ha neuse peb unan

A dosta d'an oaled en-dro d'ar gaouad tan.

Ar baotred a dilh kouarc'h, pe a wri ruskennoù,

Pe d'ober tokoù plous a dress o c'handennoù.

Kent tremen ar filaj, ewid gober ervad,

Ar merc'hed a zle neziñ o gwerzhidad.

Al leanes ag an ti a zesk ar vugale,

A lenn Buhez ar Sent hag a gan gloar da Zoue.