C'hoariva Job ar Baion

Job ar Baion

Joakim Gwilhom

Yann-Ber Kalloc'h

Sketchoù ar c'hlass

Barregezh

Sketchoù ar c'hlass

 

Ur korn c'hoariva a zo bet savet e klass ar c'helc'hiad 2. Hanwet eo C'hoariva Job ar Baion e koun an dramaeour-mañ. Enno e vez c'hoariet sketchoù. E-pad ar arzoù-kaer e vez kinklet tamm ha tamm ar korn c'hoariva.

#Fri du

#Paotred ar Siberi

#Aotrou medissinour

 Fri Du

Ewan

Fri Du, Fri Du

Itron gall

O mes n'eo ket achu c'hoazh ! petra a zo huchal vel-se ?

Ewan

Kollet eo ma c'hi !

Itron gall

Kollet eo da gi sell-ta.

Ewan

Ya kollet eo ma c'hi Fri Du. Waet eo er-maes ha n'henn gwellan ket kén.

Itron gall

Boñ, penaos ema da gi Ewan.

Ewan

Ur c'hi bras du eo. Rond e benn, hir e ban, isel e ziskouarn.

Itron gall

Hag a blij kalz an dour dezhoñ ?

Ewan

Ya med penaos e ouiit kement-se ?

Itron gall

Peanos e ouian, penaos e ouian ? daet genin er gêr. Ema ho ki ba ma sal-dour.

Herwez JD.Robin . (Emb. TES)

 

Paotred ar Siberi

Igor

Hopala ! Toemm eo er sal-mañ !

Sacha

Toemm ? Me gav genin n'eo ket ken toemm-se ! Mes sellit penaos eh oc'h gwisket ive !

Igor

Reson ho peus, ar gwir zo genoc'h ! eh an da lemel ma boned ha ma manegoù.

Sacha

Mes petra zo c'hoazh edan ho mantell-c'hlaw ?

Igor

Ma ... Ur palto kwa, pe ur chupenn, mar karit : setu ar pezh a zo edani ... Sellit !

Sacha

Ur chupenn ! Ha petra zo c'hoazh edan ho chupenn ?

Igor

Ur stammenn zo. Sellit : unan vraw a zo bet brechennet din ged ma mamm-gozh.

Sacha

Ur vantell-c'hlaw, ur chupenn, ur stammenn.. ha petra zo c'hoazh edan ho stammenn ?

Igor

Ur roched, vel reson ! sellit c'hoazh !

Sacha

Ur vantell-c'hlaw, ur chupenn, ur stammenn, ur roched ! ha petra zo c'hoazh edan ho roched ?

Igor

Un ti-cheurt : sellit !

Sacha

Ur vantell-c'hlaw, ur chupenn, ur stammenn, ur roched, un ti-cheurt ! hag edan ho lavreg ho peus ur galsonnenn, kredabl ! ...

Igor

Ya, mes honnezh ne ziskouezin ket deoc'h !!!

Herwez JD.Robin . (Emb. TES)

Ti ar medissinour

Ar medissinour

Tro piw eo bremañ ?

An itron

Ma zro eo, Aotrou Medissinour.

Ar medissinour

Mad. Dait-tre, Itron. E-menn ho peus droug ?

An itron

Droug-skouarn 'm eus.

Ar medissinour

En ho skouarn gleiz pe en ho skouarn dehoù ?

An itron

Em skouarn dehoù.

Ar medissinour

Mad. Ec'h an da selled douti. Asezit, mar plij !

An itron

Trugarez deoc'h.

Ar medissinour

OOO ! Gweled a ran ! Stoufet eo ho skouarn ged ur pikol stouf mel-skouarn.

An itron

Aiaou !

Ar medissinour

Ec'h an da flistrañ dour en ho skouarn ewid henn lemel.

An itron

Aiaou !

Ar medissinour

Setu ... Achu eo. Distoufet eo.

An itron

Droug-skouarn n'em eus ket mui, mes droug em zroad 'm eus bremañ rag flastret ho peus anehoñ !

Ar medissinour

An troad kleiz pe an troad dehoù ?

An itron

Ne vern, ne vern, Aotrou Medissinour. Pegement a zelean deoc'h ?

Herwez JD.Robin . (Emb. TES)