Lennegezh e Bro-Gwened

Yann-Ber Kalloc'h (1888 - 1917) 

Job ar Baion

Joakim Gwilhom

Yann-Bêr Kalloc'h

Sketchoù ar c'hlass

Barregezh

Yann-Bêr Kalloc'h

 

E vuhez e oberenn.

Ganet e oa Yann-Ber Kalloc'h e 1888 ba Gerklavesig en Enes Groe. E 1905, Yann-Bêr Kalloc'h a gass e varzhonegoù d'ar gelaouenn Ar Vro. Ase e sinas e varzhonegoù edan leshanw Bleimor. Kenlabourad a reas c'hoazh ewid kentañ niverenn Dihunamb. Ar memes ble e tremenas e vachelouriezh hag e mis Here eh aas da gloerdi bras Gwened ged ar soñj moned da veleg, ar perzh na vo james. E 1909 e reas e amzer soudard ba Vitre. E 1911, ur wezh disoudardet eh aas da Vro-Normandi ha goude da Paris ewid labourad. E 1915 e oa Yann-Bêr Kalloc'h e Sant-Meksant ewid doned da voud ofisser. Neuse, red e vese red moned d'an talbenn mes e-raog moned kuit e roas un dornskrid barzhonegoù d'e vignon Mocaer. Dornskrid "Ar en daoulin" e oa. E mestr-oberenn. Allas, d'ar 7 a vis Genveur 1917, an is-letanant Yann-Bêr Kalloc'h - leshanwet Bleimor - a voe lazhet e-pad an nos.